Bec'h a zo war ur c'hlub pesketerien amatour evit bezañ tapet ton ruz maez-lezenn
Un afer bras pesketerezh maez-lezenn a zo barnet e lez-varn Narbonne, e Su Frañs, abaoe dimerc'her. Tamalet eo pesketerien amatour klub pesketerezh ar vro gant an OFB, Ofis Gall ar Vevliesseurted, da vezañ pesketet kantadoù a doned ruz er mor Kreizdouar ha gwerzhet anezho da c'houde, etre 2017 ha 2020. Ur spesad gwarezet eo padal an ton ruz, en arvar emañ, ha reolennet-tre eo pesketa ar spesad-se, gant kotaioù strizh evit ar besketerien a-vicher koulz hag evit ar besketerien amatour. Brieuc Le Roc'h en deus heuliet ar prosez evit ar gevredigezh FFPSA (fédération française de pêche sportive en apné), a zo aet da gevrenn keodedel en afer-mañ.
Brieuc Le Roc'h eus kevredigezh pesketañ an FFPSA a ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Echuiñ a raio ar prosez e fin ar mintinvezh hiziv ha rentet e vo disoc'h ar varnadenn er sizhunioù o tont. Hiziv e tigoro ar c'houlzad pesketañ ton ruz e Frañs.